Wikimedia en deus ezhomm ac'hanout

From the Wikimedia Foundation
Jump to: navigation, search
Gouiziegezh zo galloud. Sikourit evit ma chomo frank!


Krediñ a ra da dud Diazezadur Wikimedia ha d'an dekmiliadoù a dud a-youl vat a gemer perzh en o raktresoù en ur zioueriñ eus o amzer hag en ur rannañ o barregezioù ganeomp e talvez gouiziegezh kement ha galloud ha, dre se, e tle, e rank chom digoust.

Enskrivañ hoc'h anv war roll ar vadoberourien ?

Visa, MasterCard, Discover, American Express, eCheck


A-drugarez da harp brokus tud eveldoc'h eo en deus gallet Wikipedia dont da vezañ ar c'helc'hgeriadur brasañ er bed. Un nebeud bloavezhioù zo c'hoazh ne oa ket renablet wikipedia.org e-touez an 10,000 lec'hienn gentañ; bremañ emañ e-mesk an 30 kentañ gant ouzhpenn 2.5 miliard a bajennoù gwelet e miz Du 2005 hepken. Bloaz zo ne oa ket un hanter dre gant eus an dud a implij ar Genrouedad bemdez a yae war wikipedia.org. Hiziv eo pevarc'hementet ar sifr-se ha feson zo e vo ken bras ar c'hresk a-benn bloaz. Gant ho skoazell e c'hallo dekmilionoù a dud ouzhpenn implijout Wikipedia hag e raktresoù kar er bloaz a zeu.

Deomp da vezañ gouest da respont da gresk digredus al lennerien ez eus bet ranket lakaat ar budjed da sevel eus 15,000 $ e 2003, da 125,000 $ e 2004, ha da ouzhpenn 700,000 $ er bloaz-mañ. Evit ar bloaz a zeu emañ Diazezadur Wikimedia engortoz da zispign milionoù evit gallout respont d'ar goulenn en ur wellaat hor meziant hag hon teknikoù labour a-benn bezañ gouest da genderc'hel gant hor pal a chom pourchas gouiziegezh digoust d'an holl. Un tamm foll e seblant bezañ met ken foll all e oa krediñ e vije bet tu da grouiñ kelc'hgeriadur brasañ ar bed dindan pemp bloaz. Ganeoc'h e c'hallimp dont a-benn koulskoude.

N'hall bezañ eus Wikipedia hag eus e raktresoù kar nemet a-drugarez d'ar perzh a gemerit enno : perzh an implijerien a ro amzer hag a laka bec'h, ha striv ar roerien a skoazell war dachenn an arc'hant. Tre evel ma vez savet an danvez diwar degasadennoù bihan, kement roadenn, hag hi dister, a skoazell derc'hel d'an danvez. Da 20 $ pe war-dro e sav ar roadenn geitat resevet ganeomp. Pep tamm degaset a sikour.

En em dreiñ a reomp davedoc'h da-geñver ar maread vakañsoù-mañ evit ma c'hallo dont da wir. Ho roadennoù eo a laka ac'hanomp e-tailh da genderc'hel da greskiñ ha da wellaat hor servij. Posupl eo reiñ er moneiz a fell deoc'h ha distaol tailhoù zo er Stadoù-Unanet. En Alamagn ha Frañs ivez e c'haller kaout un distaol tailhoù ma vez roet da skourroù lec'hel Wikimedia Deutschland pe Wikimedia Frañs. Marteze ne vo ket implijet ar roadennoù lec'hel-se war-eeun gant Diazezadur Wikimedia met talvoudus e vint evit tizhout hor pal memes tra.

Deuet eo ar mare da skoazellañ ar bed da gaout gouziegezh evit netra.

Trugarez evit ho prokusted !

Jimmy Wales, Florence Devouard, Angela Beesley, ha peurrest skipailh Wikimedia.

Roit amañ


Notenn: Dalc'het e vo ar c'houlzad dastum arc'hant-mañ adal ar Gwener 16 Kerzu betek ar Gwener 6 Genver 2006.